Ophelia (Millais)
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ophelia a zo ul livadur gant al livour saoz Sir John Everett Millais, livet e voe gantañ etre 1851 ha 1852. War ziskouez emañ e Tate Britain Londrez. El livadur e weler Ophelia, un dudenn eus Hamlet (skrivet gant William Shakespeare), hag a zo o kanañ e-keit ha m'emañ war neuñv, a-raok beuziñ en ur stêr. Taolennet eo en arvest IV, senenn VII eus ar pezh[1]. Ne voe ket priziet-tre al livadur pa voe diskouezet er Royal Academy evit ar wech kentañ. Hiziv an deiz ez eo gwelet evel ul livadur a-bouez, dreist-holl abalamour d'ar mod m'eo livet an natur. E-tro 30 milion a lurioù saoz e vefe talvoudegezh al livadur.
Ur pennad Ophelia zo ivez.
Ophelia | |
John Everett Millais, 1851-1852 | |
eoullivadur war lien | |
76.2 × 111.8 cm | |
Tate Britain | |
Londrez | |
Rouantelezh-Unanet |
Elizabeth Eleanor Siddal eo ar vaouez a voe kemeret da batrom gant an arzour.