Poblad Jōmon
From Wikipedia, the free encyclopedia
Poblad Jōmon (japaneg : 縄文人 Jōmon jin) a reer eus an dud a vevas en Enezeg Japan er Marevezh Jōmon (c. 14 000 – 300 KAB) kent donedigezh ar boblad Yayoi. Meur a boblad a oa e gwirionez, deuet eus mervent Sina dre Enezeg Okinawa, eus kornôg Sina dre al Ledenez Korean, eus reter Rusia dre Enez Sac'halin hag eus Ledenez Kamtchatka dre an Inizi Kouril[1].
Er bloaz 2019, ur skipailh renet gant an denoniour Kanzawa-Kiriyama Hideaki a ziskwelas ez eus etre 9 ha 13% a c'henennoù jōmon e Japaniz a-vremañ, betek 27% en Inizi Ryūkyū, ar peurrest eus o genom o tont eus ar boblad Yayoi[2].
A-zivout treuzskrivadur ar japaneg
- <e> zo etre [e] e ker hag [ɛ] e kaer : karate
- <u> zo etre [o] e gor hag [u] e gour : shōgun
- <g> zo evel e brezhoneg, atav e vez [g] dirak ur vogalenn, nepred ne vez [ʒ] : gin
- <h> a vez c'hwezhadennet e pep degouezh : (Hiroshima
- <j> zo [ʒ] evel e brezhoneg (met distaget e vez [dʒ] e lod kornioù, diwar blotadur <ch>) : Fuji-san
- <r> a zistager etre [l] ha [r]] : samurai
- <s> zo evel e brezhoneg ; nepred ne vez distaget [z] : gakusei
- <sh> zo tost d'ar [ʃ] brezhonek e [ʃyʃy'myʃ:y] chuchumuchu : Roshia
- <w> zo un hantervogalenn evel ar <y> brezhonek : Iwo Jima
- Digemm e chom an anvioù-kadarn, n'eus liester ebet dezho.
- En anvioù-tud japanek, anv an tiegezh zo dirak kentanv an den : Kurosawa Akira.