Sigered Essex
From Wikipedia, the free encyclopedia
Roue diwezhañ Essex a voe Sigered Essex. Ren a reas eus 798 da 825 pe 829. Mab e oa da Sigeric Essex ha roue e voe goude dilez e dad. E 812 e kollas e ditl roueel ha staget e voe e rouantelezh ouzh hini Mercia. Kenderc'hel a reas da ren ar vro evel dug avat.
Goude Emgann Ellendun e voe skarzhet kuit eus ar vro gant Egbert Wessex. N'eo ket sklaer an deiziata avat, ha marteze e chomas e karg beteg 829[1]. Rankout a reas mont da repuiñ da Vercia.