William Faulkner
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur romantour stadunanat e oa William Cuthbert Faulkner (Falkner e wir anv. E 1919 e voe kemmet anv ar skrivagner, "Falkner" a droas da "Faulkner" dre ur vi-koukoug e talbenn e levr kentañ ; pa voe goulennet outañ ha ret e oa reizhañ e respontas « An daou zo mat din. » [1]), ganet d'an 25 a viz Gwengolo 1897 e New Albany (Mississippi) ha marvet d'ar 6 a viz Gouere 1962 e Byhalia (Mississippi).
E dud a oa eus familhoù kozh aet ar stal da fall ganto gant Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika.
Lakaet en deus war wel spered e rannvro, "Su don" SUA hag e berzhioù : ar baourentez, ar ouennouriezh hag an amzer o tibunañ war e bouez dindan an heol tomm-skaot. Ur romantour hag ur saver danevelloù difaezus eo bet, hag unan eus ar varrekañ evel ma voe diskouezet pa yeas Priz Nobel al Lennegezh gantañ e 1949.